This is a Clilstore unit. You can link all words to dictionaries.

Petra eo ar brezhoneg ? (gant François Falc’hun)

Evel ho peus gwelet, ar brezhoneg a zo komzet c’hoazh gant tud a bep stad hag a bep renk ha bet ez eo ur yezh vev. Deus a belec’h e teu ? Ar brezhoneg a zo ur yezh keltieg deuet gant an Indoeuropeaned eus broioù ar Sav-Heol. Ar Gelted kentañ a gavomp o chom e lec’h m’emañ mammennoù ar Rhin hag an Danub. Ac’hano, lod anezho o deus diskennet ar Rhin, treuzet ar mor hag aet da aloubiñ Breizh-Veur hag Iwerzhon, lod all deuet da chom da Vro-C’hall hag ac’hano betek ar Spagn hag ar Portugal. Lod all o deus klasket rouantelezh an Etrusked, aet betek Rom ha lod all o deus diskennet an Danub ha goude bezañ treuzet ar Gres a zo deuet da chom en Azi minor e lec’h ma kavomp anezho en amzer Sant Paol. Goude-se o rouantelezh a zo bet kemeret gant ar Romaned hag en deiz hiriv ne chom yezhoù keltiek bev nemet war bevennoù o rouantelezh kozh, war bord ar mor hag en hor bro, Breizh-Izel, e lec’h ma kavomp hor rannyezhioù brezhonek.

Gwelomp bremañ penaos int deuet da gilañ : da gentañ dirak ar Romaned o deus aloubet hanternoz an Itali, kreisteiz Bro C’hall, Bro-C’hall a-bezh hag ar pep brasañ eus Breizh-Veur. Pa ’z eo kouezhet impalaeriezh ar Romaned en e boull ne chome o komz galianeg bev mat nemet hor gourenezenn Aremorika.

Hag ar Vretoned a zo bet sailhet warno deus an daou du : gant Iwerzhoniz deus kostez ar C’huzh-heol, Saozon ha Germaned deus kostez ar Sav-heol hag o deus tec’het etrezek ar C’hreisteiz war hon aodoù Bro-Dreger, Leon, un tammig Kerne ha betek ar Spagn hag ar Portugal. Setu perak brezhoneg Gwened a zo chomet un tammig disheñveloc’h ouzh ar brezhonegoù all abalamour ma ’z eo chomet henveloc’h ouzh yezh kozh Bro-C’hall harp deus al latin.

Setu amañ dirazoc’h kartenn Breizh-Izel, rouantelezh ar brezhoneg a vez komzet betek ar roudenn zu-mañ. Er rouantelezh-se e kavomp brezhoneg Leon, komzet dreist-holl en dro da Landerne, an eskopti a oa e Kastell-Paol. Brao eo an amzer hirio, marteze vo glao warc’hoazh. Brezhoneg Treger komzet dreist-holl en dro da Wengamp. An eskopti a oa e Landreger. Brav e an amzer herie, marteze e vo gla arc’hoazh. Brezhoneg Kerne, komzet en dro da Gemper. Bra e an amzer hiriou, ga, warc’hoazh marteze vo glao. E lec’h m’emañ an eskopti, komzet ivez en dro da Garaez, Kerne a zo ur vro vras. Brezhoneg Gwened komzet en dro da Wened. Braù en amzér hiriù, marse a vo glaù benn arc’hoazh. M’emeur mui e kreiz ar vro, komzet ivez en dro d’an Henbont ha da Bondi.

Penaos eo deuet da vezañ dishenvel ar brezhonegoù ? Setu amañ : ar Vretoned tramor a zo diskennet war aodoù an hanternoz hag ar c’huzh-heol. Nebeutoc’h anezho a zo deuet er vro-mañ e kostez ar c’hreisteiz. Gwezhall gozh, Karaez a oa ar gêrbenn. Ac’hano e yae an holl hentoù. An holl Vretoned a en em gave eno evit ar foarioù, ar marc’hadoù hag a gomze an eil gant egile. Evel-se e teuas brezhoneg Karaez da ledañ. “Glesker” a vez lavaret eus Montroulez da Henbont, eus Kemper da Wengamp. E lec’h all e lavarer “gwesklev”, “gwesklen”, rannig, chignan, ran. “Balan” a lavarer en hanternoz, “banal” er c’hreisteiz, mez ivez “balan” eus kostez Gwened “balan” e beg ar Raz. “An eost” a lavarer e Leon, e lodenn eus Kerne,“an est” e Treger hag el lodenn vrasañ eus bro Wened.

Penaos ec’h en em glev ar Vretoned en deiz hiriv ? Brezhoneg ar vro e kreiz eo ar muiañ implijet hag ar brezhoneg aesañ d’an holl da gentañ eo hini Karaez livet gant hini Leon, hag, a-bouez distagañ mat ha mont goustad eo aes-tre d’en em gompren.

Short url:   http://multidict.net/cs/1979