This is a Clilstore unit. You can link all words to dictionaries.

Nedeleg ha Kalanna e ti Per Jakez Helias

Chanig Ar Gall
Ha goude an oferenn drebet e veze ivez ?

Visant Seite
Ha nann, goude an oferenn ne veze ket drebet netra, ni ’zae d’ar gwele diouzhtu war-eeun. Ya, hag ar re vihan diouzh ar mintin en ur zihunañ a gave atav war ar bank tosel e-kichen gwele kloz, e kavent un aval-orañjez e-giz ma lavarez ivez, kouignioù rouantelezh hag ur mabig bihan sukr. Setu tout.

Chanig Ar Gall
Setu tout ’pezh a oa ?

Fañch Broudig
Met ne veze ket beilhadegoù a-hed ar miz a-raok, ’pad miz Kerzu lakomp ?

Visant Seite
Beilhadegoù veze ganeomp peurvuiañ, bep an amzer diouzh an noz ’pad ar goañv penn-da-benn tout met beilhadenn gouel Nedeleg a veze atav kalz plijusoc’h ma kerez.

Fañch Broudig
War an ton bras !

Visant Seite
Ya, war an ton bras, se ’zo sklaer ya.

Pêr-Jakez Hélias
Ha penaos e tremene an traoù en Ospital Charlez ?

Charlez Ar Gall
En Ospital Gamfrout Pierre, feiz va Doue, da vareoù Nedeleg e veze beilhadegoù ivez, met du-mañ ez ae an dud eus an eil ti d’egile. Ne chome ket ar familhoù kenetrezo evel-se met mont a raent da di an amezeien, evel ma vez lavaret, ha kement-se oa anvet an taolioù kafe.

Pêr-Jakez Hélias
Ah feiz !

Charlez Ar Gall
An taolioù kafe. Perak? Abalamour hervez ma lavare ma mamm din, ne veze evet gwir kafe nemet d’ar mare-se eus ar bloaz. Ar c’hafe mod-all oa re ger hag e-pad ar bloaz a-hend-all e veze evet ar pezh a oa anvet..

Chanig Ar Gall
Petra oa evet neuze ?

Charlez Ar Gall
Ar pezh a oa anvet kafe-park.

Chanig Ar Gall
Hag a oa ?

Charlez Ar Gall
O, kafe-park ’vez graet, ya, un doare fav pe un dra-bennak evel-se a veze lakaet da grazhañ.

Chanig Ar Gall
Met kement-se a oa c’hwerv spontus ?

Short url:   http://multidict.net/cs/1980