This is a Clilstore unit. You can link all words to dictionaries.

Rozenn Milin - Brezhoneg

Ma, Rozenn eo va ano, Rozenn Milin. Dond a ran deus Breizh, eveljust, deus Bro-Leon, deus ur geriadenn hag a so anwed Plougin, med bremañ meus un ti e Landunvez. Ganed on e 1960. Va zud ne c’houient ked a c’halleg a-raog ma z-achent d’ar skol; brezhoneg a c’houient nemetken hag o zud, va zud-kozh din-me, o zud deżo, ne ouient nemed brezhoneg eveljust en derwezhioù-se, kar an dud ne c’houient ked a c’halleg. Ssetu me so deus ar ğeneratîon gentañ a viche bed kaoseed galleg deżo ez-vihan. Ha da c’houde neuhe, en ur greskĩ, dre ma ne veze kaoseed nemed brezhoneg war-dro, meus en em lakeed me îe da gaoseal brezhoneg.

Ya, d’ar poent-se, me oa yaouank er bloawezhioù 1970, ha d’ar poent-se e oa ur sseurt… an dud a oa komañssed da veżã… penaos e vez lavared an dra-he… d’ar poent-se e oa ur sseurt “renewal” – c’houezan ked memes penaos e vez lavared an dra-he… nag e brezhoneg nag e galleg… an dud oa komañssed da veżã interessed en-dro gant o yezhoù, gant o yezhoù bihan, gant an doare da vewã a-gozh, gant ar gisioù kozh, gant an dañssoù hag all hag all. D’ar poent-se oa bed Alain Stivell, oa bed en Olympia, ha gwraed ur ssapre abadenn. Ssetu an dra-he noa rôed lañss d’ar brezhoneg ha d’ar sevenadur breizheg dre vras. Ha d’ar poent-se, ur bern tud yaouank, ur bern krennarded er bloawezhioù 1970 so en em lakeed da’n em interessĩ en-dro d’ar yezh. Ha me oa en o zoues eveljust.

Ssetu ni oa toud bed saved er memes tro-dro, hom zud a oa peisanted toud, hag en em lakeed hon eus oll, ur bern diouzhomp, da gaoseal brezhoneg en-dro. Un dra naturel edo ewidon, peogwir er gêr ne veze kaoseed nemed brezhoneg. Va zud kenetrezo ne gaoseent nemed brezhoneg; va zud gant va zud-kozh ne gaoseent nemed brezhoneg. War-lerc’h, va breur, ha’ so un tammig kozzhoc’h egedon-me, pa z-ae d’ar parkeier, da skouer, er parkeier, ar c’hẘased a gaosee brezhoneg kenetrezo. Med er gêr, ar merc’hed a oa troed muioc’h war-zu ar galleg. Ssetu, din-me veze kaoseed kentoc’h galleg. Mes, memestra, war-dro ne oa nemed brezhoneg. Ssetu, anad dit, poent a zeue, e oa red deomp kompren pezh a veze lavared gant hom zud ha gant an dud war-dro. Setu pa oann martese ’tro mareoù daouzeg, trizeg, pewarzeg vloaz e meus divised: “Boñ, bremañ e kaosein ar yezh, peogwir an-dra-he so sod pitilh nompas kaoseal ar memes yezh gant va zud.” Hag ewid va mignoned war-dro eo bed ar memestra îe.

Med kaled eo bed, dîaes eo bed cheñch yezh gant hom c’herent. Peogwir an dra-he en ur mod oa e-gis lavared deżo: “C’hwi peus saved ahanomp e galleg; n-eo ked an dra-he hon diche bed kared ni; an dra-he oa ked reizh.” Ssetu, en ur mod e oa tamall da va mamm ha da va zad beżã bed desked deomp ur yezh ha na blije ked deomp, pe da veżã gwraed un dra ha na oa ked reizh. Ha neuse, eveljust, eo bed dîaes cheñch yezh ganto, ewidomp-ni oll, krennarded. Hag ouzhpenn, ewid tud e-gis hom zud, ar ğeneratîon-se, e choñje deżo e oa fall ar brezhoneg, e oa un dra sod, ne noa talvoudegezh ebed. Mezh o doa deus o yezh, mezh deus o sevenadur; an dra-he oa beżã “plouked”. Ne noa talvoudegezh ebed o yezh. Hag er c”hontrol, kaoseal ar yezh ewito a oa ur skoilh da vond war-raog ’barzh hom buhez. Red e oa kaoseal galleg, hag ouzhpenn galleg, saosneg, eveljust, hag ataw an dud a lavare deomp: “Mes petra reoc’h da ober gant ar brezhoneg sod-se? An dra-he ne jervij da nentra! Gwelloc’h veffe deoc’h kaoseal saosneg, n-eo ked brezhoneg eo!” hag all, hag all, hag all. An dra-he hon eus klewed na ped ha ped gwech!

Mes memestra edomp pennog a-walac’h, hag hon eus divised da genderc’hel ha da gaoseal hom yezh, hag an dra-he neus ked mired ouzhomp da gaoseal galleg, saosneg, na da ober studîoù, na da gaoud micherioù mad, na nentra. Med memestra, ’pad deg vloaz, pemzeg vloaz, ugent vloaz eo bed kaled cheñch yezh gant hom c’herent. Ewidomp-ni toud eo memestra. Hag e renkan lavared memestra, gant va zad, n-eo ked bed ken dîaes, peogwir va zad pa neus… er penn kentañ blije ked deżañ, tamm ’bed. “Ah! Brezhoneg!” Mes da c’houde, memestra, a-neubeudoù eo deud da dommã ouzh ar ffed ma gaoseenn brezhoneg, hag e lavare d’e vignoned: “Kaoseal a ra brezhoneg, med n-eo ked toud! N-eo ked kaoseal nemetken! Skrivã a c’hẘoar ober îe!” Hag an dra-he, ar ffed ma oann gouest da skrivã, a oa e-gis reĩ talvoudegezh d’ar yezh. Peogwir, ma ne viche bed nemed gerioù kaoseed, ne noa ked ar memes noblañss. Ur yezh a oa ur yezh ma oa skrived. Ha neuhe, ar ffed ma oann gouest da skrivã ar yezh a oa dreist, d’ar poent-se e oa mad kaoseal ar yezh.

Gant va mamm eo bed kaletoc’h. Va mamm – ah! – so bed nec’hed ataw. Ewiti, ar brezhoneg, an dra-he oa traoù kozh… Ffaote ked deżi klewed… Med, boñ, a-neubeudoù, ar bloawezhioù so tremened hag a-neubeudoù memestra neus en em lakeed da gaoseal ganin, nemed ’pad bloawezhioù ne gaosee ked ganin e brezhoneg war-eün, med pa veze ur strollad a dud, an dud a gaosee kenetrezo e brezhoneg, ma vichenn er strollad, e kaoseffe ganin e brezhoneg îe peogwir ne ouie ked, ne ouiche ked e oa o kaoseal ganin. Med pa vichemp just hom diw, diche poan da gaoseal ganin e brezhoneg; kentoc’h e z-ache e galleg. Ha bremañ e z-eomp gant an daou, brezhoneg, galleg, ra ked forzh, an eil pe egile. Ha memes e kav din he deus plijadur ’kaoseal brezhoneg ganin. Ssetu an dra-he so memestra… kaled eo bed; bloawezhioù neus kemered, med dedennus a-walac’h eo.

Ha ’skoaz gant va zud-kozh, ar re-he neuhe eo bed… duzhtu meus cheñched yezh ganto, n-eus bed kudenn ebed da jeñch yezh gant va zud-kozh. Va zud-kozh a oa lorc’h en enno, memes, da glewed ahanon ’kaoseal brezhoneg. Ha va zad-kozh a so marwed – oh! tost kant vloaz edo – ha p’edo erru kozh-kozh e noa ankounac”heed toud an traoù noa ked eżom, hag e noa ankounac”heed ar galleg dreist-oll. Ssetu ar vugale vihan a c’helle kaoseal ganto. Ne jome nemed va breur ha me, peogwir hom c’houşined ne c’houient ked a vrezhoneg. Ha va breur ha me a c’helle kaoseal brezhoneg, ssetu neus gelled kaoseal ganeomp beteg ar ffin, hag an dra-he oa dreist-dreist, hag hon eus bed plijadur bominabl o kaoseal gant va zad-kozh beteg ffin e vuhez. Ssetu memestra neus serviched d’un dra bennâg.

D’ar poent-se, ’gis meus lavared, e oa bed Alan Stivell, ouzhpenn Alan e oa bed ur bern strolladoù sonerezh, ur bern kanerien, Glenmor, Dan ar Bras hag all hag all, tud bruded hag a oa e-barzh ar c”hasetennoù, e-barzh an tele, ar re-he a oa tud war-wel, ssetu ni hon oa toud c’hẘant da veżã tost deuzh an dra-he. Ur bern tud deus en em lakeed da studîal brezhoneg, mond a raemp d’ar ffest-nos – ar ffest-nos so bed îe d’ar poent-se lakeed da dreĩ en-dro, peogwir ’pad ur pennad ne oa ked ken deus ar re-he. D’ar poent-se îe, gouelioù meur ’gis Gouelioù meur Kerne, Gouelioù meur an Oriant, toud an dra-he so bed adlañssed d’ar poent-se, hag eo deud da veżã un dra dreist ewid ar re yaouank. Ul lodenn vat deus ar re yaouank d’ar poent-se o deus en em lakeed da ober war-dro sevenadur Breizh hag ar yezh îe. Eveljust e vez ataw muioc’h a dud o h-ober war-dro ar sevenadur peogwir eo aessoc’h deskĩ ober sonerezh, deskĩ an dra-mañ ’n dra, deskĩ dañssal eged deskĩ ur yezh, peogwir ur yezh memestra eo red deskĩ da vad, hag e kemer amser hag e kemer youl. Med memestra ez eus bed kalsig a dud o h-en em lakad. An dra-he oa er bloawezhioù 1970.

Goude se, er bloawezhioù 1980, ez eus bed ur sseurt ehan – e galleg e reomp deus an dra-he “le creux de la vague” – ar stourmerien a-benn ar ffin a so… n-eus ked bed klewed aneżo kement peogwir er bloawezhioù-se e oa… ar pezh a gonte a oa an arc’hant, bruderezh, traoù disheñvel, ne oant ked ken ar memes aergelc’h hag er bloawezhioù 1970. Er bloawezhioù 1970 e oa “le retour à la terre”, traoù a-sseurt-se; er bloawezhioù 1980 e oa e galleg “les années fric”, ha toud ar pezh a oa yezhoù rannvroel, brezhoneg eveljust, an dra-he oa ked deuzh ar c’his ken. Ssetu ar ffestoù-nos so aed un tammig war an diskenn. Med ’pad ar bloawezhioù-se îe, an dud o deus en em lakeed da zeskĩ ar yezh da vad, ar c”hentelioù-nos so bed digored forzh pegement. Ur bern tud o deus studîed sonerezh. Ssetu ahe eo bed bloawezhioù labour, kentoc’h.

Ha goude se eo bed deud ar bloawezhioù 1990, hag ahe z eus bed un eil “revival” er bloawezhioù 1990 gant adarre strolladoù all, hag ar sonerezh keltîeg so deud da veżã adarre “cool” kea, hag ar yezh îe, ssetu a-benn ar ffin eo gwagennoù e-gis-se, boñ, mareoù so eo deuzh ar c’his, mareoù so e kustum diskenn, hag e teu en-dro, hagë boñ, da c’houde c’houezomp ked, peogwir etretant ar yezh, memestra, a gendalc’h da ziskenn peogwir z-eus memestra forzh penaos neubeutoc’h-neubeutañ a dud hag a gaose brezhoneg. Ssetu, beteg-henn n-eo ked trawalac’h ’wid saveteĩ ar yezh.

Gant ar c”hembraeg, n-int ked ehaned james da zeskĩ ar yezh d’o bugale. E Breizh, er bloawezhioù… war-lerc’h ar bresel, azaleg ar bloawezhioù, ya, 1950, 1960, an dud so ehaned da zeskĩ brezhoneg d’o bugale. E Kembre, e Bro-Gembre, an dra-he n-eo ked en em gaved. War ar maes, war bord ar mor, ar besketaerien hag all, a so kendalc’hed da zeskĩ kembraeg d’o bugale en un doare naturel. Me so bed kelennoures e Bro-Gembre, hag an oll er skol a gaosee kembraeg. Nemed ar Saoson, hag e oa neubeud diouto. Mod-all, an oll a gaosee kembraeg hag e oa un dra naturel; ne oa ked ur skol dre gembraeg ez-officîel – ur skol normal edo – nemed an oll a gaosee kembraeg en un doare naturel. Ha me a rae skol e kembraeg îe. Ssetu an dra-he deja a so un diforc’h meur etre ar brezhoneg hag ar c”hembraeg.

Da c’houde se, ar skolioù e yezh kembraeg, officîel neuhe, a so ganed e Bro-Gembre kals, kals a raog Breizh. Be’ z-eus bed ur radio e kembraeg, e kembraeg toud, azaleg, me joñj, ar bloawezhioù 1970. E Breizh ne oa en em gaved an dra-he nemed kals, kals war-lerc’h. Ur jadenn tele e kembraeg penn-da-benn o deus gonezed… e 1982 eo kroged S4C, hag an dra-he so bed gonezed er mare ma oa Maggie Thatcher e penn ar c’houarnamant, pezh n-eo ked nentra, memestra. Ssetu an dud o deus stourmed en un doare kaled, en un doare kreñv. Ahe z-eus bed ur bern tud o vond, aed d’an toull-bac’h, o vond er prison ablamour d’ar stourm. Hag int bed, ya, ssolud. Ssetu z-eus bed ar skol, ar radio, an tele. Eveljust, toud ar vuhez fforan e kembraeg e Bro-Gembre, a c’hell beżã bewed e kembraeg, ar pezh n-eo ked heñvel e Breizh. Ssetu toud an traeoù a so bed gwraed e Bro-Gembre kals a-raog ar pezh a so bed gwraed e Breizh.

Hag e Breizh eo bed gwraed an traoù un tammig re ziweżad ewid saveteĩ ar yezh er memes mod ma z-eo bed gwraed e Bro-Gembre. Hag e lavaran ataw, pemp ploaz war-nugent so, pe tregont vloaz so e oa pemp kant mil a dud o kaoseal kembraeg ha pemp kant mil a dud o kaoseal brezhoneg. Bremañ, tregont bloawezh war-lerc’h, e z-eus c’hwec’h kant mil a dud o kaoseal kembraeg – ssetu int deued a-benn da bignad en-dro – hag e Breizh e z eus bremañ neubeutoc’h eged daou c’hant mil. Ssetu hon eus kolled… p’o deus int-i gonezed kant mil a dud o kaoseal kembraeg, ni hon eus kolled tri c’hant – ouzhpenn tri c’hant mil hon eus kolled. Ssetu int-i a z-a e-gis-se [d’an nec’h] ha ni a z a e-gis-se [d’an traoñ]. Ha da va joñj, ar yezh keltîeg nemeti hag he deus ur jañss da gendelc’her dre ar c”hantved-mañ a so ar c”hembraeg. Peogwir ar brezhoneg, welan ked aneżañ o… erffin, bez’ e vo ataw tud o kaoseal brezhoneg, med pas evel yezh da gaoseal gant an oll dud. ’Skoaz ar c”hembraeg e z-eus c’hẘazh ur bern tud o kaoseal kembraeg, hag a vew e kembraeg penn-da-benn. Ar gouezeleg ahe, pe an iwerzhoneg n-eo ked kals gwelloc’h eged ar brezhoneg, ssetu… Din-me, da va joñj, n-eus nemed ar c”hembraeg e niche ur jañss da basseal.

Kals e meus choñjed er goulenn-se, e renkan lavared, hag e z-eus meur a respont a c’hellffenn reĩ. Bremañ n-eo ked aes da respont peogwir an traoù-se so traoù deus ar galon, peogwir on me deus ur ffamilh lec’h ma veze kaoseed brezhoneg. Ssetu dîaes eo din lavared petra viche kolled ewid ar bed, peogwir me ran ked forzh deus ar bed, e-keñver ar brezhoneg. Ar pezh a gont ewidon eo ar pezh meus bewed me gant va zud ha va zud en un doare ledan, pas nemetken va c’herent – an dud war-dro, Breizhis war-dro. Ma gollan an dra-he eo ur rann deus ouzhin a gollan. C’houezan ked penaos lavared dit, med un dra deus ar galon eo. Un dra émotionnel kenañ. C’houezan ked penaos lakad an dra-he e gerioù… ya ’gis koll ur rann diouzhin. Hag eveljust eo un dra poanius. Dîaes eo da lakad e gerioù, med un dra poanius eo.

Hag e rankan lavared memes, pa glewan, en derwezh a hirio, tud yaouank o kaoseal brezhoneg, boñ… kaoseal a reont en un doare disheñvel penn-da-benn deuzh an doare ma gaose va zud, da skouer, peogwir ar yezh a so cheñched ganto. N-eo ked ma viche lakeed gerioù galleg e-barzh, med ar poues-mouezh a so gall, an doare da sevel frasennoù a so disheñvel, a so tostoc’h deuzh ar galleg un tamm mat. Hag e vez lakeed ur bern gerioù newez – ni a ra “brezhoneg chimik” deus an dra-he. En un tu, on kontant tre e viche c’hẘazh tud yaouank o kaoseal ar yezh – hag e roan arc’hant da Diẘan da skouer beb mis – ’baoe c’houezan ked ped ha ped vloaz! – mes en un tu all, rankan lavared, n-on ked en va aes gant an dud-se, peogwir ar yezh-se ne lavar nentra din-me. Ar yezh-se n-eo ked tost deuzh va c’halon. Ar yezh-se n-eo ked liammed gant va amser-dremened, gant ar bed meus anavezed, gant ar garantez meus bed ewid an dud war-dro, ewid ar vro e-gis ma oa. Un dra a so kolled deja ahe.

Ssetu moarvad ar re yaouank o deus ur mennozh all deus ar pezh a viche kolled ma viche kolled ar brezhoneg. Ewidon, va brezhoneg din-me a so kolled dija. Hag e meus kolled ur rann diouzhin. An dra-he so un dra perssonel kenañ, eveljust. Goude se, lavared petra viche kolled gant ar bed ma viche kolled ar brezhoneg… ah! eveljust e vez lavared e vez kolled un doare da joñjal, e vez kolled ur yezh, ha blablabla, an dra-he a c’houezomp toud. Med ma z-eomp dreist ar mennozh-se, e lavarffenn, ar pezh emomp o tifenn, ni, pa vezomp o tifenn ar brezhoneg, a so ar mennozh e z-eus ezom er bed deus liester – la diversité – ne c’hellomp ked oll bewã er memes doare, ne c’hellomp ked oll koms ar memes yezh, dribĩ ar memes boued, beżã gwisked er memes mod.

Hag ar yezh a so un dra pouesus kenañ ewid delc’her da gaoud sevenadurioù disheñvel. Ur wech pa vez marwed ar yezh eo echu gant ar sevenadur en ur mod. Ha me meus aoun bominabl da weled an deiz ma vo kaoseed ur yezh nemetken dre ar bed, pe diw yezh pe teir yezh nemetken. An derwezh ma vo an oll o kaoseal ar memestra, o choñjal ar memestra, o tribĩ ar memestra, o veżã gwisked er memes mod, vo ked ezom da veżã echu memes ken, an dra-he a ra aoun din ez-perssonel, îe. Ssetu, din-me, ar stourm ewid saveteĩ ar brezhoneg a so ur stourm ewid saveteĩ îe ar yezhoù all er bed. Peb hini a renkche stourm ewid e yezh, ewid delc’her ar ffed ma z-eus sevenadurioù disheñvel, hag a so a-boues bominabl din-me.

Hag ataw e lavaran d’ar C’hallaoued a c’houlenn diganin: “Med, ar brezhoneg da betra? Ne jervich da nentra!” Ataw e lavaran: “Ne’n em rentoc’h ked kont? Un derwezh bennâg, matrehe eo ar galleg a veżo en arvar!” Ha me so sur, ar re a stourm hirio ewid ar brezhoneg a vo ar re a stourmo warc’hẘazh ewid ar galleg, ma viche ar galleg en arvar.

Komañssed on da stourm ewid ar yezh, ewid ar brezhoneg, ez-yaouank. Krennardes edonn c’hẘazh, war-dro pewarzeg vloaz meus en em lakeed da stourm, d’ober c’hẘariva e brezhoneg, ar c’hẘariva oa un dra pouesus din-me, hag e raenn an dra-he e brezhoneg, reĩ a raenn kentelioù brezhoneg, a-beb-sseurt traeoù a raenn. Hag eveljust e vewenn ar muiañ possubl e brezhoneg. Ssetu, anavezed edonn er c”horn-bro, ’lec’h ma vewenn ahe, e Goueled-Leon, ewid beżã ur stourmeures.

Hag ar paotr a oa, an hini a oa e-karg deus an abadennoù radio ha tele e brezhoneg d’ar poent-se, Fañch Broudig, a noa gweled ahanon meur a wech hag e noa choñjed e raffenn matrehe un dra bennâg a-zoare gant ar radio. Ssetu noa kinniged din labourad ewid ar radio, hag er penn kentañ moa choñjed: “Oh, sapresti, me n-eus ked pres warnon labourad e-gis-se.” Ur wech erru er skol-veur e oann kentoc’h prest da riboulad kentoc’h eged da labourad. Ssetu d’ar poent kentañ meus nac’hed, hag a-benn ar ffin p’edonn triwec’h vloaz, meus assanted labourad ’wid ar radio peogwir moa eżom da c’honid va zamm buhez, ewid paëã va studîoù, kea. Hag on komañssed e-gis-se da labourad ’wid ar radio ’gis kasetenneres e brezhoneg, e-sser ober va studîoù. Deus ar radio on aed d’an tele. Boñ, etretant meus beached îe, deued en-dro d’ar radio, aed en-dro d’an tele, ’ffin, toud va buhez so passeed ’gis-se ’tre ar radio hag an tele.

Daoust hag an dra-he neus chikoured, daoust hag ar radio hag an tele o deus chikoured ar brezhoneg? Chikoured… ar mediaioù dre vras o deus chikoured ar yezh da nompas merwel ker buan, matrehe. Med ataw, ataw, ha beteg hirio e choñjan ar memestra, red e viche bed kals muioc’h a draoù e brezhoneg er radio hag en tele, ewid ma diche ur jañss ar yezh da veżã saveteed. Hagë siẘoazh, ar re a oa e penn an abadennoù brezhoneg d’ar poent-se, radio pe tele, ne oant ked stourmerien, n-o deus ked gwraed toud ar pezh o diche gelled ober ewid redîã ar stad gall da reĩ muioc’h a abadennoù e brezhoneg.

Red viche bed deomp kaoud ur jadenn radio penn-da-benn e brezhoneg, red viche bed deomp kaoud ur jadenn tele e brezhoneg penn-da-benn, ewid kaoud ur jañss da jikour ar yezh e gwirionez. Bremañ eo re z̧iweżad; bremañ toud an traoù a basse dre internet. Ha dreist-oll, bremañ, ar re hag a gaose brezhoneg, al lodenn vrassañ diouto, a so ouzhpenn 60 vloaz, ssetu eo re z̧iweżad. ’Skoaz, tregont vloaz so e oa c’hẘazh abred a-walac’h ewid saveteĩ an traoù, ewid ober un dra bennâg, yantaw. Med n-eus ked bed a-walac’h a stourm, n-omp ked bed kreñv a-walac’h ewid chachã traoù digant ar stad gall e-gis m’o deus gwraed ar C”hembreis.

Ya, farssus eo, n-eo ked nemetken gant brezhoneg, gant galleg, gant saosneg, gant kembraeg… da skouer meus studîed c’hẘariva amañ e New York e saosneg. Me soñj on gouest da c’hẘari e saosneg kals gwelloc’h eged e galleg. Din-me e oa un tamm mat aessoc’h c’hẘari e saosneg eged e galleg. Skrivã ran un tammig. Din-me eo aes skrivã barzhonîezh e brezhoneg, kals aessoc’h eged e galleg. Med skrivã pros a ran e galleg kals aessoc’h eged e brezhoneg. Ssetu, c’houezan ked perag, med ar spered a so organised en un doare ma vez gwraed certen traoù en ur certen yezh, ha traoù all en ur yezh all. Ya, ouezan ked penaos e vez… penaos displegã an dra-he, med me joñj eo gwir ’wid ul lodenn vat deus an dud. Ha matrehe eo îe peogwir on soupl kenañ gant ar yezhoù. Pa vewan, lakomp, pa vezan amañ, e vewan e saosneg, ssetu e huñvrean e saosneg. Pa vezan e Breizh, ma vewan va derwezh e brezhoneg, e huñvrean e brezhoneg. Ma vewan va derwezh e galleg, e huñvrean e galleg. Ssetu on soupl kenañ gant an dra-he.

Short url:   http://multidict.net/cs/4414