This is a Clilstore unit. You can link all words to dictionaries.

Skol-Veur C’houezelek Bro-Skos - Sabhal Mòr Ostaig

Krouet e ioa Sabhal Mòr Ostaig e mil nav c’hant trizek ha tri ugent e Slèite en Enez Skye da vezañ ur Skol-Veur c’houezelek. A-hed ar bloavezhioù he deus kresket buan-ha-buan, gant savadurioù nevez en Àrainn Ostaig da gentañ, ha da c’houde en Àrainn Kolmkille, o sellout ouzh gweledva kaer Lenn Sleibhteach.

E-kichen ar savadurioù nevez e kaver lojeiz d’ar studierien hag ur greizenn skolveurel nevez. Ha bremañ ez eus ur greizenn nevez all e reer “Fàs” anezhi, gouestlet d’an embregerezhioù sevenadurel ha krouiñ. Amañ e kaver studioioù micherel liammet gant ar mediaoù ha lec’hioù da sevel filmoù.

Emañ Kreizenn an Deskiñ a-hed ar Vuhez er savadur-mañ ivez. Amañ emañ e reer war-dro menestradurezh ar c’hentelioù dre lizher, ha war-dro ar stummadurioù berr e-pad an hañv.

Emañ Mìcheal Speirs, eus a Gontelezh Perth, e-karg menestradurezh ar c’hentelioù el linenn. Emañ oc’h ober war-dro an dud a zesk ar gouezeleg er bed a-bezh, o heuliañ kentañ live ar stummadur, ar Chùrsa Inntrigidh. Emañ ar stummadur-se o kas an deskidi betek ul live m’emaint gouest da enrollañ en ur stummadur leun-amzer.

Emañ Alex Gruba, eus ag ar Pologn, e-karg menestradurezh ar stummadurioù berr e gouezeleg pe danvezioù sevenadurel. Studierien e oa Mìcheal hag Alex er skol-veur a-raok kregiñ e-barzh o micherioù nevez.

Er greizenn skolveurel e kreiz ar skol-veur emañ en em vod an dud bemdez. Amañ emañ e zebr ar studierien hag an implijidi. Gellout a ra an holl kaozeal an eil gant egile, ha klevout menoioù nevez ivez.

Ul levraoueg vrudet a gaver en hevelep savadur ivez. Dastumet eo bet levrioù a-leizh enni, en-o-zouez pennoù kozh ha kaer. Ul lec’h sioul eo ivez, talvoudus d’ar gelennerien ha d’ar studierien a fell dezho labourat war o c’hentelioù pe oc’h enklaskoù.

Emañ salioù all eno evit an implijidi, lec’h ma talc’hont, da skwer, emgavioù pemdeziek.

Kavout a reer ivez ur stal evit ar studierien, evit an implijidi hag evit ar gevredigezh dre vras. Ouzhpenn levrioù e kaver sonerezh, stiloioù, paper, ha dilhadoù.

Diouzh dibenn an dervezh e c’hell ar studierien distreiñ d’o c’hambroù en tour. Amañ e c’hellont fardañ boued m’o deus c’hoant, o sellout ouzh ur gweledva eus ar c’haerañ dre brenestr ar gegin.

Evit ar studierien eo ar skol-veur. Pep mintin e krogont e-barzh un dervezh leun ag ideoù ha gouizidigezh nevez en ul lec’h dibar.

Short url:   http://multidict.net/cs/7207